Colonnes infernales

Colonnes infernales
oberiadur brezel
Rann eusDispac'h Gall Kemmañ
Lazhadeg Les Lucs-sur-Boulogne

Colonnes infernales a vez graet eus unvezioù stourm a oa bet kaset gant Gouarnamant an Dispac'h Gall etre Genver ha Mae 1794, dindan urzhioù ar c'homandant jeneral republikan Turreau, e-kerzh Brezel Vendée. Ar gefridi roet dezho e oa flastrañ da vat emsavidi ar Vendée milourel. En gwirionez dre bezañ lazhet milieroù a drevourien e oa bet roet lañs hag un-dro d'an emsavadeg.

Ur wech trec'het an emsavadeg vilourel gant al Lu katolik ha roueel e fin ar bloavezh 1793 e-kerzh ar Virée de Galerne, ar jeneral Turreau a sav ur steuñv evit treuziñ ar Vendée gant daouzek kolonenn o kaout an urzhioù-se : lazhadegañ an holl « forbanned » o devoa kemeret perzh en emsavadeg, maouezed ha bugale ivez; fiñval ar poblañsoù etre pe republikan ; skrapañ an eostoù hag ar chatal ha plantañ tan er c'hêriadennoù hag er c'hoadoù.

Eus Genver betek miz Mae 1794, ar c'holonennoù e ya gant hentoù an tiriadoù emsavet e Maine-et-Loire, Loire-Inférieure, ar Vendée hag an Deux-Sèvres. Urzhioù Turreau n'int ket sentet memes mod hervez ar jeneraled. Lod a glask chom hep bezañ taer betek re, lod all avat a ya pelloc'h c'hoazh o plantañ tan e pep lec'h, preizhañ, gwallañ, jahinañ chivous. Ouzhpenn-se lazhañ a reont an dud ne vern an oad, ar reizh nag ar mennozhioù politikel. En holl ez eus bet lazhet degadoù a vilieroù a dud gant ar c'holonennoù-tan a voe lesanvet « colonnes infernales ».

Disoc'h an doare-se d'ober, a oa bet ar c'hontrol mik diouzh ar pezh a oa sañset bezañ. Emsavadegoù lies a voe gant ar jeneraled Charette, Stofflet, Sapinaud ha Marigny. A-benn ar fin ar jeneral Turreau ne oa ket deuet a-benn da drec'hiñ an emsavidi fuloret ruz. Fallagriezh daonet ar c'holonennoù a oa bet diskuilhet gant ar republikaned lec'hel ha gant komiserien poltikel. Kollet gantañ fiziañs Komite ar salud publik, skarzhet e vez diouzh e bost. Dre ma ne oa ket mui e-penn an traoù e voe paouezet e miz Mae 1794 gant obererezhioù ar c'holonennoù. Ar brezel a oa bet adlañset ha padout a raio betek 1795.


Developed by StudentB